Priedoù

Ar bed a zo bihan-bihan
Va bihanig.
An dud veur ivez
Zo gwell vihan.
Va Doue ! Pebezh tudoù !
Pebezh tudigoù !
Met va c’harantez zo divent.
Va c’haezhig.
Ha va c’halon ken ec’hon
Ma seblant din bras pep tra
En da gichen…
Me zoken.

13 a viz C’hwevrer 1962,
diwar Bernard Cazelles.







« »