Pirc’hirinded

Kantren a ran en deizioù-mañ
Dre lec’hioù brudetañ zo
Tro-dro ar mor Kreizdouarel.
Gwelout a ran savadurioù kozh-Noe
Dremmwelioù kaer-meurdezus.
Plant ha Bleunioù istrovanel.
Hentoù. Gourliorzhoù bet darempredet
Milvloavezhioù zo gant Gourion Klodus
Impalaered. Rouanezed. Brezelourien.
Douaroù ha ma vefent gwasket
A zeverfe outo gwad ha daeroù.
Douar santel ar Gristeniezh.
Douar santel Muzulmiz.
Broioù diframmet tro-ha-tro
Gant an daou rumm.
Douar sammet a zismantroù.
Douar karget a gentelioù.
A istor Pobladoù. Meuriadoù.
Merzherien ha Sent.
Douar santel ar C’hrist.
Mister binniget ar Golgota.
Redimañs an Denelezh.
Kantren a ran dre va Spered
War Gartennoù un Atlas
Me, ha n’emaon mui gouest
D’ober tro va meni-Domani
Va douar din-me, bet santelaet
Gant Poan ha daeroù ha c’hwezenn
Va Hendadoù : Ar Gelted.

28 a viz Meurzh 1980







« »