Pikernioù Denelezh ?

… Ur minic’hi !
Ne veizan ket, emezi.
— Ar blaenenn barr-leun a drevadoł
Ha meizout ‘ra noazhder an Alpoł ?
Sonnet pep buhez warno
Peurbad o goañv garo ?
— Ha meizout ‘ra ar wezeg c’hlas
Beuzet e sonerezh dous
Laz-kanañ mil ha mil labous.
Sioulded fromus ar pikern noazh ?
Padal Mab-den a riskl e vuhez
D’argadiñ ar menez
Poulzet gant ‘c’hoant tostaat d’an Neñv…

26 a viz Gwengolo 1968







« »