Perak ne rafen ket ?

1
Mar deus ul loen ganin karet
Sur eo « Sibel » va c’hazeg
War he c’hein ‘vel ur marc’heg
Gant joa me ‘rafe tro ar Bed
Perak ne rafen ket ?
2
Kouezhet eus e neizh ‘m eus kavet
Trist e stad ur boc’hruzig
E vaget am eus gant minvig
War va dorn ‘rafe tro ‘r bed
Perak ne rafe ket ?
3
Me ‘m eus un all loenig karet
Va c’hi blevennek Fousou
‘Hed an deiz ‘mañ war va seulioù
War va lerc’h ‘rafe tro ‘r Bed.
Perak ne rafe ket ?
4
Hag al labous ganin kavet
Riellet : un durzhunell
Panevet din boued d’ar sparfell
War va skoaz hi ‘rafe tro ‘r bed
Perak ne rafe ket ?
5
C’hoazh ‘m eus ul loen ganin karet
Ur maoutig : un emzivad
Un oan bihan hep mamm na tad
War va brec’h ‘rafe tro ‘r Bed
Perak ne rafe ket ?
6
Kouezhet eus ar skourr ‘m eus kavet
Un deiz ur voualc’h arc’hant
Hi a gan din seder ha drant
War va fenn ‘rafe tro ‘r bed
Perak ne rafe ket ?
7
Un deiz gant va loened karet
En desped d’ar goap, d’ar fent
Ma tro em fenn me ‘yel en hent
Ha gante me ‘raio tro ‘r Bed
Perak ne rafen ket ?
Gant va loened, va loened
Gant va loened karet
Perak ne rafen ket ?

1976

Print Friendly, PDF & Email