Pennadoù-skrid

Awen ar galon – Pêr Denez

Meur a wech on bet e darempred gant Anjela. ‘M eus aon ne oa morse evit kontañ kaozioù pe evit kas just ul lizher a vignoniezh — nemet e vefe marteze e-keñver an deiz kentañ ar bloaz —, kentoc’h e oa evit komz diwar-benn al labour pe an traoù a vije da vezañ graet, hag ivez pa ‘m eus embannet skridoù ganti, pe c’hoazh evit ober gourc’hemennoù dezhi evit ar pezh he doa skrivet. (Lenn pelloc’h…

Per Denez, foto Didier Ollivré

 

Anjela Duval e-kreiz he c’hantved Francis Favereau

Frañsez Favereau

Anjela Duval — Marie-Angèle Duval, hervez paperoù ar Stad —, bet ganet er C’houerc’had pe Kozh-Varc’had er bloaz 1905 ha marvet er bloaz 1981 en Lannuon, eo tremenet he holl vuhez pe ‘gozik el lec’h ma oa-hi bet ganet, savet ha maget, peuzgoude penn-kentañ ar c’hantved-mañ, un tamm mat kent ar Brezel bras eta, en kêrig souchet Traou-an-Dour (pe « Traoñ-an-Dour », mar karer), ur pennkêr distro awalc’h eus ar C’houerc’had, ar barrezig diwar ar maez bet kentoc’h un drev eus Plouared (betek ar bloaz 1866), kêr ha penn-kanton, sed don en argoad Lannuon e Bro-Dreger. (Lenn pelloc’h…)

 

« Ur barzhoneg e vogerioù gwenn » – Jelvestr Jardin

Ne vo kavet amañ da heul nemet un nebeud soñjoù am eus maget e-serr labourat war al levr-mañ. E keit-se em eus bet tro da gompren gwelloc’h degouezhioù buhez Anjela Duval, pa n’em boa ket anavezet anezhi. Kement-se avat ne vir ket outon da vourrañ lod deus he barzhonegoù, e-giz n’eus forzh piv (hag an dibab ne vefe ket graet heñvel gant pep hini moarvat), dre ma talvezont drezo o-unan. (Lenn pelloc’h…) Jelvestr Jardin

 

E Traoñ-an-Dour Anjela e kav pep hini e damm bara – Riwanon Kervella

Riwanon Kervella

Ar joanig gof ruz zo o neizhañ tost d’ar wazh, gwech pintet war ar spern gwenn a-dal d’ar c’hraoù, gwech all o kanañ war ar c’harr-bout lezet da vreinañ e-kichen ar bern keuneud, a ra kofadoù gant ar bruzunajoù skubet war-lerc’h tremenidi niverus an deiz. (Lenn pelloc’h…)

 

Rakskrid Kan an douar – Marsel Klerg

Furchet em eus pevar c’hanton
O klask ur plac’hig a feson… 
Pe en ur gemmañ un tammig an eil linenn eus ar son boblek-se :
Furchet em eus pevar c’hanton 
O klask ur varzhez a feson…
(Lenn pelloc’h…)

Marsel Klerg

 

Anjela Duval hiziv – Ronan Koadig

Ronan Koadig Un dremm roufennet sklerijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent. Un teod prim, kaset en-dro gant ur spered birvidik. Dilhad paour ur beizantez uvel. Hag un dra all… ur seurt nerzh diabarzh o skedin. Setu ar skeudenn eus Anjela Duval a zo chomet e spered he c’henvroidi hag e hini meur a dud all, strewet dre ar bed. (Lenn pelloc’h…)

 

Mouezh ur brofedez ? – Roger Laouenan

Roger Laouenan « Un hanter dousennad barzhed ne dalvezint ket gwech ebet ul labourer-douar ! », a lâras Anjela Duval din un deiz bennaket. Goût a rae deus petra e oa o kaozeal : bemdez e laboure-hi an douar a-raok en em lakaat da skrivañ, diouzh an noz. N’eo ket farsal nemetken e rae Itron Traoñ-an-Dour o komz evel-hen. Santet he doa ar reverzhi a oa o tont d’ober plas d’ur bed nevez. (Lenn pelloc’h…)

 

Kredenn-genvevañ vreizhek Anjela Duval – Jakeza Le Lay

Pa lennan oberenn Anjela Duval en em lavaran ma-unan : se an hini eo al lennegezh vrezhonek. Un tammig souezhus e c’hell bezañ an evezhiadenn-mañ met, da’m soñj, eo barzhoniezh Anjela Duval ur skouer vat eus al lennegezh vrezhonek a-vremañ. (Lenn pelloc’h…)

Jakeza Le Lay

 

Da Varzez or bro, Anjela Duval – Anne-Marie Maloney

Huñvreet am-boa deh da noz
E welen eur plahig koz
E-kost an tan o ‘n em dommañ
He chas en he hichenn o kouskañ (Lenn pelloc’h…)

 

 

Feiz Anjela – Ivona Martin

N’eo ket aes, n’eo ket posupl zoken komz eus feiz neb piv bennak, se zo liorzh kuzh pep hini. Anjela zo bet goulennataet meur a wech gant hemañ pe henhont, he lezel a rin eta da lavarout hec’h-unan he soñj.
Koulskoude, karout a rafen taolennañ e berr gomzoù an aergelc’h-se hag a zo bet hini he bugaleaj hag he yaouankiz. (Lenn pelloc’h…)

Ivona Martin

War « hent » Anjela – Ivona Martin

Lakaet on gwall nec’het evit komz eus Anjela. Darempredoù ingal ha stank hon eus bet e-pad ugent vloaz, eskemmet hon eus kantadoù a lizhiri, hag en holl, tremenet em eus mizvezhioù e Traoñ-an-Dour. Penaos avat, nemet chom « war-c’horre » a rafen, lavarout piv e oa, pa chom-hi c’hoazh ur c’hevrin evidon e meur a geñver, ha marteze eo re abred klask hen ober ? (Lenn pelloc’h…)

 

Meinigoù kizellet – Corinne ar Mero

« Rouez, ya, rouez-meurbet, e seblant bezañ ar merc’hed troet da skrivañ barzhoniezh » a skrive Klerg e 1973 1. Hervezañ e oa ken donezonet ar merc’hed hag ar baotred e-keñver barzhoniezh, nemet marteze ar merc’hed ne gredent ket lakaat pezh a santont war ar paper. Me ne gav ket din e vije nebeutoc’h a verc’hed « troet da skrivañ » barzhonegoù. Un afer degouezhioù eo, e-barzh ur gevredigezh roet, ma c’hallont ober pe get.  (Lenn pelloc’h…) Corinne ar Mero

 

Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar – Per-Vari Mevel

  N’emaom ket e-touez ar re-ze a ra dalhmad meuleudi da gement linenn a vez gwisket — pe treuzwisket — e brezoneg. Setu perag on-eus muioh a frankiz evid lavaroud pegement a vad a zonjom eus Barzaz Anjela Duval, Kan an Douar, pegen entanet om bet ouz e lenn, ha pegen uhel e lakaom al leor-ze el lennegez vrezoneg. D’or meno eo ar gwella tra bet embannet abaoue hanterkant vloaz d’an nebeuta. (Lenn pelloc’h…)

 

Feunteun gozh Traoñ-an-Dour – Fañch Morvannoù

Fañch Morvannoù

E 1972 e reas ar Frañs a-bezh anaoudegezh gant Anjela Duval en un abadenn tele e galleg a oa heh anw « Les Conteurs », kasset en-dro gant André Voisin. Dre ar galleg ha dre ar Frañs eo e teuas evelse Anjela da vezañ anavezet en he bro Vreizh (araog ne oa gwraet nemed gant un dornadig tud). Evelse e ouias iwe ar Vretoned e oa e Bro-Dreger ur beisantes kroget da vont war an oad hag a skrive e brezhoneg… (Lenn pelloc’h…)

 

Traoñ-an-Dour – Fañch Peru

Traoñ an Dour
Traonienn sioul ha mud
Tavet eo ar varzhez
Hag he chas

(Lenn pelloc’h…)

 

Pa gavan foenn ne debran ket a blouz – Yann-Bêr Piriou

Boaz e oamp da vont d’ar vilin-se bep hañv pa veze brav an amzer. Degemeret mat e vezemp ha laosket da vont betek ribl ar stêr e-lec’h ma tremenemp eurvezhioù laouen, va bugale, o mamm ha me, e peoc’h ar glasvez, an evned hag an dour.

A-boan diskennet eus ar wetur en deiz-se em boa remerket e oa, e-kreiz ar porzh, un den war an oad o tivizout gant Adèle ar vilinerez.

(Lenn pelloc’h…)

Gwelet ivez : “Kan ar Skrilhed e Traoñ-an-Dour”, bet embannet e-barzh Al Liamm (niv. 121, Meurzh-Ebrel 1967)

 

Ar « soudard kozh » – Naig Rozmor

Anaout a raen Anjela Duval dre he skridoù abaoe pell zo, rak aketus e vezen da lenn kement tra embannet diwar he fluenn, dre ma prizen he barzhoniaj ha ma toujen d’he menozioù. Tamm-ha-tamm avat e kreske ma c’hoant da vont d’ar « feunteun gozh » da glask, evel pet ha pet all, ur banne dour fresk, ha pemp bloaz zo bet en hañv dremenet, setu me gant va mignonez war hent Traoñ-an-Dour. (Lenn pelloc’h…)

Naig Rozmor

 

Paper, paperoù ha paperoùigoù Anjela – Soaz an Tieg

Kement tamm paper mat da vezañ skrivet warnañ a veze arboellet gant Anjela. N’eo ket hi a vije bet gwelet o teurel un tamm bara kuit ha kenkoulz all an diste- rañ paper gwenn a dalveze bara evit he skritur. Er skol e tape ar vugale ar pleg da espern paper ha kaieroù. Kaieroù brouilhoñs a veze roet deomp goude bezañ bet desket skrivañ war un ardoazenn. (Lenn pelloc’h…)

Orin ar poltriji

Print Friendly, PDF & Email