Penilhoù

Skubet diwezhañ rozenn ruz
Em liorzh gant ar mizioù du
Met tommoc’h ha flammoc’h eo sked
Ar rozenn a vleugn em Oaled.
Tavet eo kan ar skrilh el lann
Gant avel but ar mizioù du
Skrilh an oaled bepred a gan
Pa vleugn em zi ar rozenn ruz.
Ne van ken un delienn er gwez
Nijet en avelioù miz Du
Ar grizilh hag an erc’h a gouezh
Em oaled ‘sked ur rozenn ruz.

Print Friendly, PDF & Email