Pedennig

Eus an dud vak am diwallit Aotrou !
Nemet ha kontañ a rit din evel pinijenn
An holl re-se a zegasit war va choug
Hag a bonnera kement pouez an deiz ?
… Marteze avat e veizan : n’eo ket a-walc’h
Da baeañ ar joa bevañ
— Ha va fazioù en ho keñver —
Trevell ha trubuilh va devezh labour
N’eo ket a-walc’h va holl izili brevet
Va fenn o trellañ. Va c’herzhed diasur
Rak biskoazh ne sellis al Labour
Evel ur Binijenn.

[1970]

Print Friendly, PDF & Email