Pedenn evit ar Peoc’h

… Aotrou ! Ra ziskenno ar Peoc’h
War ar Bed a c’houzañv
Ar Bed klañv. Ar Bed mac’het
Ar Bed gwasket gant enkrez
Ar Bed a c’houzañv riv
A c’houzañv naon. Ha sec’hed
Ha poan gorf ha poan spered
Bed ar speredoù meur
Ha Bed ar c’halonoù goullo
Ar Bed a gren. Ar Bed a bed
Ar Bed a vallozh. Ar Bed diseblant
Ar Bed a glask ar Wirionez
Ar Bed a glask ar Garantez
Ar Bed a glask ar Sklêrijenn
Ar Bed o klask un Hent nevez
Da vont davedoc’h…
… Aotrou ra ziskenno ar Peoc’h
War ar Bed a-bezh.
… Ar Peoc’h hag ar Sklêrijenn.
Amen.

31 a viz Mae 1968



 


« »