Pedenn d’an Aotrou Perrot

Beleg ha Merzher
D’an 12 a viz Kerzu 1973, da geñver tregontvet deiz-ha-bloaz marv kriz an Aotrou Yann-Vari Perrot, person Skrignag, rener Feiz ha Breiz. Brogarour ha difennour hor yezh.
Joa d’an Anaon !
Aotrou Yann-Vari Perrot, abostol ha merzher Breizh, pedit evidomp, Bretoned klouar ha diboell.
Pedit an Aotrou da virout dimp hor Mammvro ha da virout ar Feiz e Breizh.
Obtenit deomp ar C’hras a Emglev, a Gengarantez, a sklźrijenn.
Obtenit deomp an nerzh da stourm evit ar Frankiz, al Lealded, ar Reizh.
Obtenit deomp ar c’hras da derriñ hon hual hep na redo gwad hor gwaskerien, ha nebeutoc’h c’hoazh, gwad hor Broiz.
Aotrou Perrot, merzher, c’hwi hag hoc’h eus baleet digenvez war hentoł digompez hor Bro, bezit hon skoazell.
C’hwi hag a zo kouezhet en Hent, drouklazhet gant un trubard d’e Vro, obtenit dimp mont betek penn an Hent n’hoc’h eus ket gallet tizhout.
Obtenit deomp, merzher benniget, ma vo selaouet Breizhiz pa c’houlennont ar Gwir da vout o mistri o-unan en o Bro.
Obtenit d’ar Vretoned ar sklźrijenn da ‘n em ren war-zu ar pal a-dreuz teñvalded ha gwidreoł-spered o Enebourien.
Aotrou Perrot, beleg divlam, pedit evit beleien Breizh, touellet gant treuzvenozioł ar c’hantved-mañ.
Obtenit deomp kaout en hor gouenn Kuzulierien fur ha Renerien spiswel.
Obtenit da Vreizhiz kaout labour ha bara en o Bro. Kaout tommder un oaled evit pep tiegezh.
Kaout nerzh ha yec’hed evit gounit bara ar c’horf hag ar spered gant o labour.
Roit deomp kelennerien vrogar evit ma vo desket da vugale Vreizh Istor o Bro, hor gouenn, degaset dezho soñj eus hor Harozed, Tud-Veur an Amzer gent. Tadoł ar Vro.
Aotrou Yann-Vari Perrot, c’hwi ha n’hoc’h eus goulennet morse nemet ar pezh ‘oa reizh : ar gwir da implijout hor yezh e pep doare ha war bep tachenn : en ti, er maez, er skol, en iliz hag en holl darempredoł ofisiel. Obtenit deomp tud ampart da gaeraat c’hoazh yezh hon tadoł ma splanno en oabl al Lennegezh etrevroadel.
Obtenit deomp ma vleunio a-nevez ar Brezhoneg war vuzelloł ar Plant yaouank e kźr ha war ar maez, ha ma vo douget dre-holl doujañs d’hor Yezh evel arouez ur Bobl kadarn.
Amen.

12 a viz Kerzu 1973







« »