Pedenn d’am mamm

Kant vloaz, va mamm garet
Kant vloaz hiziv ma oas ganet
Esper am eus emañ da ene
El levenez, e peoc’h Doue
Bet az poa war an douar-mañ
Da lod a drubuilh, da lod a boan
Da lod a labour, da lod a gañv.
Distroet da di an Tad
Adkavet ac’h eus ha mamm ha tad
Ha pried ha bugale da wad
Breur, c’hoarezed
Kerent, mignoned
Hendadoù ar ouenn
E Paradoz ar vrezhoned
Ha me, mammig karet
Fenoz ouzhit me ‘c’houlenn
Kaout truez ouzhin
Reuzeudik eo va stad
Gra c’hoazh ur c’hoarzh ouzhin
Ped evidon an Tad
Da zegas din yec’hed
Peoc’h d’am c’halon ha d’am spered.
Amen

4 a viz C’hwevrer 1967

Print Friendly, PDF & Email