Pedenn da santez Anna

Santez Anna vinniget
Mamm-gozh ar C’hrist-Roue
Santez Anna ken doujet
Gant an holl Vretoned
Gwarantit ho Pugale
A laka en arvar
O Frankiz hag o Buhez
‘Vit difenn o douar
O c’hultur hag o Feiz
Anna Patronez Breizh !
Hiziv p’emañ ho Pardon
Selaouit hor Pedenn
Reit dimp c’hoazh nerzh-kalon
Da gas hon Erv da benn

26 a viz Gouere 1978

Print Friendly, PDF & Email