Pedenn da Sant Jozeb

Sant Jozeb binniget
Patron ar marv mat
Ho torn din astennet
Strebotiñ ‘ra va zroad
Rak an hent zo teñval
Ha leun a antelloù
Bale ‘ran ‘vel un dall
War hent rust an neñvoù
Patron ar marv mat
Ene eeun hag uvel
Dibabet gant an Tad
Da vager d’E vugel
Sant Jozeb binniget
Da eur va zremenvan
O ! n’am dilezit ket
Rak va Ene zo gwan.
Sant Jozeb pedit evidomp.

19 a viz Meurzh 65

Print Friendly, PDF & Email