Pec’hedoù hor Pobl

Pec’hedoù hor Pobl :
Nac’h ar Vro
Nac’h an douar
Nac’h ar yezh
Nac’h ar Feiz
Nac’h pep Onestiz
Ha pep truez kristen.
Bras-divent eo hor c’hablusted
Dirak Doue, Dirak an dud
Dirak an Istor
Ha petra ‘vo hor c’hastiz ?
Kouezhañ dindan treid an Estren
Hor goapa, hon dispriz, hor c’hasa.
Petra eo ar Bobl-se emezo
N’he deus ket teurvezet zoken mirout he Yezh ?





« »