Pazioù ha mouezhioù

Pazioù prim Pazioù gorrek
Pazioù skañv Pazioù pounner
Pazioù digempouez 5 + 3 = 8
Pazioù mibin Bugaligoù
Pazioù ruzet Ur mac’hagned
Pazioù voulouz Kofignonoù
Pazioù tud preset Pazioù pourmenerien
Pazioù servijerien
Muzik pemdeziek an trepas
Etre kamproù ar glañvourien.
Mouezhioù mentet war ar pazioù
Mouezhioù kozhidi goloet
Mouezhioù gwan dinerzhet
Mouezhioù nervennek
Mouezhioù flour An Aeled gwenn
(Mouezhioù krozus pa vez ret)
Mouezhioù gourc’hemennus ar Vezeged
Safar eurioù ar weladennourien
Meskailhez Galleg ha Brezhoneg
Meskaj pouezioù-mouezh
Heñvel ouzh turmud ur foar

27 a viz Kerzu 1978

Print Friendly, PDF & Email