Paour-kaezh Plouk !

— Ret mat eo din modernaat
Eme Yann.
Ret mat din prenañ mekanikoù
— Ha mont d’an Amprest
‘Vel-just —
Ha skeiñ e-barzh goude
Noz-deiz. Sul-ouel
War va zout. Hardî !
(Evit paeañ milionoù dle)
— Yann baour !
Lez ‘ta ar mekanikoù-se er stal
Kred ac’hanon
Biken paotr-kaezh na savi da choug !
Da venvioù modern
‘Vo aet d’ar ferrailh
N’az po ket c’hoazh echu d’o faeañ
— Pren kentoc’h un tamm kreion, sell :
(Tri az po evit triwec’h gwenneg)
Paper avat a gavi a-stlabez
Forzh pelec’h. Forzh pegement.
Hag azez da skrivañ.
Kred ac’hanon
Divrevoc’h ‘vo dit kalz.
Ya ‘ta skriv, skriv
Forzh petra. Forzh penaos
Kaout a ri klianted d’o lenn.
… O, ne c’hounezi ket muioc’h
Eget gant da vekanikoù
Met n’az po ket da samm a zle
Ha gounit a ri brud
Paotr kaezh. Chêzuz !
Barrek out end-eeun da c’hounit
Un Delwenn ‘benn goude da varv !
Pe zoken en da vev
Gant da greion. Ha da lerbaj
Da greion a c’hwec’h gwenneg !
Gant da vekanikoù modern
Petra ‘c’hounezfes ?
Korfadoù gwallreuz.
Gwarizi un darn.
Goapaerezh un darn all.
Avi ur rummad :
Touristed kêr !
O ! emezo, ar peizant
Ne ra mui netra
Nemet pourmen
War e draktor !
… Hañ ? Sede aze tud
Hag a wel sklaer !
Hañ ya ! war baper !
Pa lâran dit
Peizant va breur
Tap da greion ha skriv
Dizale te vo un Den-meur
An holl ouzh da veuliñ
Met gortoz, selaou va ali
E traoñ da skrid laka da sin
Mar kerez. Met diwall
Diwall. Paotr paour
Da lakat da chomlec’h
Da di ‘vefe dizale ul lec’h
Washoc’h eget un ifern…

3 a viz Ebrel 1972

E galleg



 


« »