Paotred va bro

I
Paotred va bro
Gwez va douar
Evidoc’h ‘m eus kuitaet
Karantezioù war an traezh
Rouantelezhioù
E kreiz ar Goadeg werc’h
Hag ho adkavan
En amzerioù nevez
E-lec’h n’emaoc’h ket en ho aez
Zoken pa skorn er-maez
Peadra da faoutiñ ‘r Sent
Kavout a ran Hentoù
E-lec’h m’edo kleuzioù
Aerborzhioù er peurvanoù
Pontoù a liamm ho labouradegoù
Med ho talc’hont muioc’h-mui en digenvez
Bez’ edoc’h eta tud a netra
Pellaet hoc’h eus ho Peredoù
Pa virit e toull ho tor
Kelanoù ho kirri war gomm gwevn
Hag ho mammoù yaouank
Hañval int eus tud varv
Paotred va douar
Mein va Bro
Petra ‘c’hortozen diganeoc’h
Marteze un tammig mezh
D’an nebeutañ ur gounnar ruz !
II
Tudoù va zantad
Ni ‘oa tud dieub
‘N hor bourc’hoù, ‘n hor sezonioù
Perak ne welit ket hirio
N’eo ket an Hentoù
Treuzelloù trema ar Frankiz
Nemet hentoù-tro
En-dro d’ar Pobloù
Hag an trenioù hag ar vordreizerien
Kirri-portez evit karc’harioù
Kaouedoù na guitaer ket en hent
Tudoù va farrouz
Ni ‘oa tud deol
‘N hon zachennoù, ‘n hon ostalerioù
Zoken ‘n hor gwashañ mezventez
Pe en emgannoù etrezomp
Perak ne welit-hu ket hirio
Ar c’hirri-nij na dostaont ac’hanomp
Nag ouzh Doue nag ouzh an dud
Med bez’ int-i laboused reut ha skornet
Ha ni o tont da vezañ pep hini d’e dro
O benvegi.
Tudoù va gwrizioù
Ha bez’ eo ganeoc’h betek ar poent-se
Kollet ho skiant vat ?
Ma ne verzit-hu mui
E-lec’h ma c’hourdrouz ar vezh
Eo ivez lemmoc’h ar valc’hder.
III
Pelec’h ‘eont-i da vervel, al laboused ?
Ne gejan morse gant ul labous marv
Er girzhier pe en douar
El lagadoù pe er brennidoù
Bez’ e ouzer pelec’h ‘eont da vervel
Ar gwez, ar mor hag an deiz
Ha sebeliet ‘vez ar geneiled
Ivez er galon
Med al laboused ?
M’eo gwir e varv al laboused
Livirit din pelec’h ‘echu o doan
Ha bez’ int delioù marv an oabl
Na gouezhont ket med a dro en aezhenn ?
IV
Ket a vleuñv
War va bez
Ket a aelig kuilh
Ket a grusifi e perlez Epinal
Nag a gurunenn e feilhañs roz
Ket a boltred e soudard
Ket a levr digor
Nag a c’hrouan gwenn
Ket a leton kennebeut
Eus tu va fenn
Ispilhit ur voest-lizhiri
Ma ne skrivot ket din
Laboused ‘deuy enni da neizhañ.
V
Ar c’hiezed du-mañ
A varv e-kreiz an hañv
‘Vel p’o lazhfe ar sklerijenn
A-gevred gant ar raden
Trumm e seblant pep tra
Re c’halloudus
Re diabell evito
Antronoz an dour er skudell
Va c’hiezed a varv
P’emañ ‘n hañv ‘n e greñvañ
Ha ne sellan netra
Met sellout outo o sankañ
Tamm ha tamm enno o-unan.
Sellout ‘ran outo
O treiñ en ur maen gwak
Ha va gwreg
En hanter-follez
Pounner eo va fenn
Gant pouez va daeroù
Hag ur berad gwad
A ruilh eus korn va lagad
Pa gouezh eus va jod
Mui ken met al leurenn d’henn dastum

Diwar Gérard Le Gouic.





« »