Degemer mat !

Anjela Duval
 
Anjela Duval eo ar plac’h-se a laboure douar he feurm vihan – Traoñ-an-Dour – diouzh an deiz hag a gemere he c’haieroù diouzh an noz evit skrivañ barzhonegoù deuet da vezañ e-mesk ar re muian-karet e brezhoneg. He yezh pemdez ‘oa ar brezhoneg ha desket he doa ar yezh lennegel, he doa pinvidikaet gant he gerioù, he c’hizidigezh. Diskouez a ra he barzhonegoù he c’harantez spiswel evit an natur, he c’hounnar a-enep da ziskar ar brezhoneg, hec’h ankenioù, he fent…
 

 

20 vloaz eo Mignoned Anjela er bloaz-mañ !

Hag evit lidañ hon 20 vloaz emaomp gant ur souezhenn evidoc’h !


Gwengolo 2018 – Degouezhet eo !
Hag ar re o deus bet ‘nezhañ zo tres plijet ‘walc’h war o fennoù ! :p

Na ganeoc’h ? Petra ‘ta ‘vo lennet ganeoc’h neuze, ‘tal an tan, er goañv goude koan ?


Miz Even 2018

Evidoc’h-c’hwi e vo embannet Anjela, ur c’haer a levr divyezhek brezhoneg-galleg, a-benn adkavet Anjela dre he gerioù dezhi, ha gant doare tresañ Christelle Le Guen, barzhoniezh ennañ. El levr-mañ ho po ar blijadur da vont da heul Anjela war douaroù Treger he zud…

Kontañ a ra, er romant treset-mañ ur 100 pajennad bennak dezhañ en holl, pegen stag eo he c’halon ouzh Breizh he bro, ouzh ar beizanted hag o mod da vevañ, ouzh he yezh. Ha komz a ra ivez deus he c’harantez evit an dud eeun…

Da heul ar pajennoù, tammoù warne deus he lizhiri pe deus pennadoù-kaoz ganti, pe c’hoazh tammoù deus he barzhonegoù, e c’hwezho warnoc’h spered Anjela. Pa ‘c’h eo-hi ar “feunteun” pe ar “stivell gozh”, nerzh en he sell reizh war ar bed a dalv hirie c’hoazh…

Profit Anjela deoc’h-c’hwi, profit Anjela d’ho mignoned !

Roit ur gwir skoazell deomp en ur rakprenañ ar romant treset diouzhtu. Evel-se ho po ar blijadur da gaout hoc’h albom kerkent hag e miz Gwengolo 2018, a-raok ne vefe kavet er stalioù-levrioù en diskar-amzer.

Anjela, bulletin de souscriptionEvit se, dav leuniañ ar baperenn rakprenañ amañ stag ha kas anezhi dimp, asambles gant ho chekenn, da : Mignoned Anjela, 4, ar Genkiz, 22340 Plevin

 

Ho pet ar vadelezh da skignañ ar c’heloù en-dro deoc’h !

 


 

Bet eo skipailh An Taol Lagad (F3 Iroise) o c’houlenn
goût hiroc’h war ar raktres d’ar Gwener 29 a viz Even 2018…