O kozhañ

Gant va daouarn o kozhañ
E krogan ez taouarn yaouank
E don va daoulagad o kozhañ
E viran ar sked eus da re

Gouzañv tremenvan ar Bedoù
Kozh loen gouez tizhet gant ar spont
Va degemeret ha miret ac’h eus
O rannañ ganin va anken

Gant va daouarn kozh
E krogan ez taouarn yaouank
E don va daoulagad o kozhañ
Mirout ‘ran skeud da re-te

N’ouzon pegoulz en amzer diasur
‘Vo torret al liamm etrezomp
Met kemer ‘ran da zorn, em daoulagad
E viran ar sked eus da re

Print Friendly, PDF & Email