Nozkan Toselli

Deus, an noz a gouezh
Hag an eur zo boemus
Deus, te ken anouedus
Emañ ‘n noz o tiskenn ‘vel ur vantell
Deus, pep tra zo dous
Ha leun a bromesa
O sant ouzh da flourañ
Gerioù marzh. O selaou war da zaoulin
Ur mousc’hoarzh ez lagad glas
‘Ziguzh din un darnig oabl
Deus da sioulaat va c’halon o talmiñ da frailhañ
M’az kar da viken
Hep doan ebet a geuz.
Luskellet an Eurded didermen
Gant e strobinelloù foll
Trivli kuñv va c’halon a gariad
Emañ ‘n deiz o vervel
D’an eur-mañ ken flour ;
Beuzomp er garantez
Bepred ! Bepred !

19 a viz Gwengolo 1965

Print Friendly, PDF & Email