Nozioù Goañv

Tan an oaled a gan.
Fulennoù steredheñvel o sevel
Dre gan du ar siminal
Trema Bolz-veur he zachoù aour.
Meurdezus an noz
’N he sioulded leungevrin
An avelig sin o kuzulikat d’ar gwez
D’o diduiñ gant keleier an deiz.
Keleier ar mor hag ar menez.
Dre vurzhud ar gwagennoù
— O, ijin mab-den ! —
Sonerezh-hud dousik a floura va c’halon :
Binioù-ilin ha mouezhioù gour
Gouezeled sart, buhezleun ha balc’h
— Kan rinel ha laouen ur Bobl dieub —
Diveizus din o lavar… Hogen
E pep ger, e pep notenn
Emañ skeudenn ar paotr a garan
Evel ur mab.

11 a viz Meurzh 1970

Print Friendly, PDF & Email