Noz Sioul

Klozet eo an Noz
Tavet pep trouz
Pep safar
Pep sarac’h
Tavet an avel
Tavet eostig ar c’hoad
Ha skrilh al lanneg.
Emañ an draonienn o hun
Hep luskell
Hep kan
Er sioulded.
Nep fiñv, nep lec’h
Peoc’hleun eo an noz
Nemet du-hont pell, a-boan merzus
Hiboud sioul an dour e kildroenn an draonienn :
An noz o hunvreal.

14 a viz Mae 1964



 


« »