Noz an Anaon 76

Selaou ‘ran sioulder an noz.
Ken trouz mui ‘met ar momeder
Ha fic’hadenn ur skilhenn c’hleb
War c’hlaouiasenn an oaled
Hag e soñjan, hag e soñjan
En anaon va c’henvroiz.
Re gwechall ha re bremañ
Ar re o deus roet o Buhez
Ar re o deus he laket da dalvout
Ar re n’o deus graet netra.
Ar re n’o deus ket gwelet sklaer
Hag ar re o deus gwelet re sklaer.
Ar re o deus karet betek mervel
Ar re o deus o c’hasaet.
Ar re a c’hellomp pediñ evel sent
Hag ar re o deus ezhomm pedennoù
Holl int bet barnet
Gant ar Barner hon barno.
Ra vezot holl e Peoc’h fenoz
Anaon va Bro.
Amen

1añ a viz Du 1976

Print Friendly, PDF & Email