Nouelenn

Kleier a son en noz
Sklintin ha laouen
War wagennoù an noz
A draonienn da draonienn
A barroz da barroz
‘Red ur c’heloù burzhudus :
Setu noz ar Pellgent
Ganet eo Jezuz !
Kleier a vrall en noz
Sklintin ha seder
War wagennoù an noz,
A vesaer da vesaer
Hag a venez da roz,
‘Red ur c’heloù burzhudus
En ur c’hraouig dister
Ganet eo Jezuz !
Kleier a son en noz
Sklintin dibaouez
War wagennoù an noz
A draonienn da venez
Hag a waremm da roz
Gant ur c’heloù burzhudus
E red al levenez !
Ganet eo Jezuz !
Stered a lintr en noz
Unan a ziskenn
War wagennoù an noz,
Aze ‘us d’an draonienn
War gorn ur c’hraou e poz
Diougan keloù burzhudus
Emañ noz ar Pellgent
Ganet eo Jezuz !
Aelez a gan en noz
Ur ganenn laouen
War wagennoù an noz,
A venez da draonienn
A barroz da barroz
‘Kan ur c’heloù burzhudus
Du-hont e Bezleem
Ganet eo Jezuz !

19 a viz Kerzu 1964

Print Friendly, PDF & Email