Nevez-amzer

— A, Onnenn ! Setu m’out dihun ?
Me ‘grede ‘oas marv.
Troc’het a greiz da hun
Gant ar goañv garv…
— Lak prim da sae dantelezh ;
Tapet ac’h eus an dilañs.
Mae ‘n em c’houlenn ‘michañs,
Petra ‘c’hoarvez d’e Rouanez ?
… Pell zo, ar faouenned
O doa klevet gant an Evned
Edo erru an Nevez-Amzer,
Hag int da ‘n em ginklañ
Hag int holl da wiskañ
O saeoù satin gwer
Evit an degemer…
— Onnenn ! lugudenn !
Ha sevel a ri ?
Pe an Hañv a c’hortozi ?
‘Vel a gari va c’hoantenn…

30 a viz Mae 1963

Print Friendly, PDF & Email