Na tad na mamm

Na tad na mamm
Na breur na c’hoar
Na pried na bugel
Hiziv gouel ar mammoù
Gouel ar garantez c’hlan
Em c’halon zo ur galv
Pe ur c’hlemm.
Atav, atav va-unan !
Em lagad zo un daerenn
Em ene ur vorenn.
A-greiz-holl avat
An Heol a bar
War va anken
Rak sede oc’h antren
Breizh yaouank
Breizh nevez
Barr o lagad a Levenez
Barr o lavar a Garantez
Evit Breizh kozh.
Ra vo warno Bennozh
Mestr an Holl Vroioù

Print Friendly, PDF & Email