Mousc’hoarzh ar bleuñv

Stered aour ha tommheoligoù
‘Ra ho ran e sol ar c’hleuzioù
C’hwi zo hegarat em c’heñver !
Stered aour ha tommheoligoù
Mousc’hoarzhin din zo ho tever
Rak ‘m eus nac’het ar Bulldozer
Stered aour ha tommheoligoù
‘Ra ho ran e sol ar c’hleuzioù.

31 a viz Meurzh 1969







« »