Mouezhioù dizremm

Mouezhioù douget war vurzhud ar wagenn
Mouezhioù tud n’o anavin biken
Mouezhioù souezhus
Mouezhioù ken marzhus
Ma trellont va spered !
Mouezhioù leun a Gened
Mouezhioù leun a Gevrin
Ma trid ha ma taskren o c’herdin
Evel Telenn gizidik ar barzh
Mouezhioù goveliet gant arz
Mouezhioù flour
Mouezhioù gour
Mouezhioù a groz, mouezhioù a gan
Kleier arc’hant.
Mouezhioù o ledañ levenez
Mouezhioù o teverañ hiraezh
Mouezhioù o tont eus ur Bed espar
Mouezhioù dizremm
Na me ho kar…

17 a viz Gwengolo 1966

Print Friendly, PDF & Email