Mont

Mont da doull an nor
Ha selaou, selaou bepred
Trouz an tren. Trouz ar viñsaskell
Trouz kamion al laezh
Dans une heure tu seras là
Ur c’harr en dro-mañ
Dizanavez
Ur vaouez a zeu tre
Ur baperenn en he dorn
Ur pellskrid, Itron
Bow ! Va c’halon
Mall. Ha doan ha From.
Erruout a rin arc’hoazh…
Dans une heure tu seras là !
Itron Varia an Esperañs
M’ho ped henozh gant fiziañs
Da gaout truez ouzh hor Stad
N’eo ket dre ma karan dreist Bro-Frañs
C’hwi ‘oar am eus abegoù mat
Da gaout ar gwir d’he c’hasaat
Hogen truezus eo he Stad





« »