Modernizañ

Boum ! Boum ! Bouououm !…
— Petra ‘n diaoul zo o tarzhañ ?
Krog ar Brezel atomek ?
— Naren. Emeur o kleuzañ kanioù
Da gas dour da di…
— Da gas dour ? Met. Met. Met
Ur puñs zo en e borzh
Hag ur wazh ledan he dour boull
O tremen ‘n e brajoù, aze ‘rez an ti !
— C’hwi ‘vat ‘lâr traoù…
Dour kêr ! Dour kêr !
Dour dre duellennoù
Dour war an dar
Dour er sal-dour
E louiri al loened. Aesoc’h eo…
— Ha gwin war an daol.
Modernoc’h eo !

24 a viz C’hwevrer 1980







« »