Modern-styl !

Danvez ur ganaouenn ?
I
Siminal mui na zivoged
Marv an tan e pep oaled.
Moged a sav eus ar parkoù
Da dommañ koumoul an Neñvoù ?
II
Skubet an Derv. Skubet ar Faou
‘Maint o vreinañ en touflezioù
An tan-gwall en hol lannegi.
Ha mazout o tommañ an ti !
III
Met n’eo ket kaozioù na paper
‘Lakaio temz er parkeier
Prenet ‘vo — ker — ludu chimik
‘Vit an trevadoù poezon rik.
IV
‘Vit ober kalz labour hep tud
‘Vo kontammet al loened mut
Hag hor re yaouank ‘yel’ en kêr
D’ober Prolo pe Poliser.
V
Troet ganto an traoù da fall
Ar re gozh ‘yel’ d’an ospital
Ha gwerzhet ‘vezo o atant
D’un Estren pe da ur c’hrokant.
VI
Yaouankiz lârit kenavo
P’emañ ‘n Estren mestr en ho Pro
C’hwi ‘ranko monet da Bariz
Da « Sodome » pe « Gastopolis »
VII
Tremen poent eo me a gav din
Soñjal cheñch bazh war daboulin
A-raok ma vo re diwezhat
War-sav. War-sav. Breudeur Breizhat.

3 a viz Kerzu 1979

Print Friendly, PDF & Email