Miz Here

Da Henriette Le Saint
Mari ! O Gwerc’hezig
Skoachet hoc’h-unanig
E goursav en Ilizig !
Kann ho sae. Glas ho kouel.
A-zindan ho talgen
E tiruilh ho plev gell
A rodell !
War ho tal gwenn.
Ho treid noazh e-touez ar roz
‘N ho tornig roz ur rozenn wenn.
Dameuc’het war ho sae
Sked glas-aour ar werenn.
War ho kouel glas, ho talgen gwenn
Perlez argant a strinkell
O kuruniñ ho plev gell
A rodell’
War ho tal ken gwenn !
Rouanez ar Gened ! Rouanez ar Goantiri !
Barrleun a C’hras.
M’ho salud Mari !

25 a viz Here 1972







« »