Mintin

Ar stered a steuz hini da hini
Kanañ ra ar c’higi
N’eo ‘met tarzh-deiz. Ur skleur war ar run
An traoù o ‘n em zieub’ eus an deñvalded
Hag an hun

Setu an eur ma tegemer an douar
Eürus ha diskuizh
Prof kevrinel ar glizh
Ha ma trid o santout o tostaat
Bannoù an heol

Ar Bed a zo gwerc’h ha nevez
An aezhenn a c’hwezh eus ar runioù
N’he deus flouret c’hoazh
Nemet krouadurioù doueel
An delioù, an dour, ar geot hag ar bleuñv

Mab-den a zo c’hoazh en e hun
Ar vuhez a zo fresk ha mat
N’ez eus graet c’hoazh en deiz-mañ
Netra zrouk. Ha den
N’en deus gouzañvet hiziv ar boan bemdeziek.

Eus lein an tourioù : Gedourien o pediñ
A wel a-raok mab-den
O tont ar sklêrijenn
Er pellder añjeluzoù a diñs. Ha tro-ha-tro
A vinnig ar mintin, a laouena an douar.

30 a viz Here 1965,
diwar Louis Mercier.







« »