Mini-Brezhoned

Va-un’ ‘n ur gêriadenn
Ma zo enni pemp ti
Va-un’, va-unan-penn !
Tregont edomp gwechall…
Va-un’ va-unan-penn
O tougen samm ar vezh
O talañ ouzh ar goap
O kiañ ouzh ar fent :
Goap ha fent an Estren
Unan diwar dregont
Va Bro sede da gont
Al lodenn vras d’ar Gall
Tregont edomp gwechall
O, mini-Brezhoned !

15 a viz C’hwevrer 1967





« »