Milinoù kozh

I
Milinoù koant
A droe drant
O Rod en dour
Milinoù koant
A vale drant
Bleud gwinizh flour
Sed an tourlant
Aet en dismantr
Gant red an dour.
II
Mui rod na dro
War ar vein-to
’Mañ ’n iliav glas
Ar skluz a voud
Hag a hirvoud
’Vel taolioù glaz
D’ar milinoù
’N o dismantroù
Allaz ! Allaz !
III
Tavet int holl
Hag aet da goll
Ar mein-milin
Tavet int holl
Echu o roll
Graet o begin
Hag an dour-koll
’Ya ’vel ur foll
Gant ar ribin.
IV
Arzourien zo
Deut war o zro
Hiviziken
E vint-i koant
O c’hoarzhin drant
’Hed an draonienn
War ribl an dour
O dremmoù flour
’Darre laouen…

10 a viz Gwengolo 1970

Print Friendly, PDF & Email