Meskailhez

Kêr a zo kêr
Ar maezioù zo ar maezioù
Perak o c’hemmeskañ ?
Petra int deut d’ober aze
E-kreiz ar parkoù kleuziet
An druilhad tiez gwenn-se ?
Ar regennadoù peulioù tredan-se ?
Peulioù pellgomz ha me ‘oar ?
Ha petra ‘ra aze c’hoazh
An nebeud gwez espernet ?
N’emaint ket sur en o aez !
Hag en o aez emaint-i
Ar buoc’henned er peurvan
An hini nemetañ divoulc’h
— Park ha saout e « sursis » —
Ned int nemet un daolenn
Hañval ouzh reoù ur saloñs
Pe ur sal-debriñ cheuc’h.
Ma vam outo an douristed
— Ar maezioù war ar maez
Ha kêr e kêr !
Ket a veskailhez heugus.

Lannuon, 23 a viz Gwengolo 1976

Print Friendly, PDF & Email