Melkoni

Disul ‘oan aet va-unanig
Da bourmen war ribl ar Froudig
Ul labous pintet war ur skourr
A gane flour a-us d’an dour
A gane drantik d’e barez
Tostik o c’horiñ war he neizh
O c’horiñ war he femp u glas
‘N ur vodenn haleg ‘us d’ar wazh
Ma seblante lavarout din :
— Perak ne ganez ket ganin ?
— Aotrou Doue ! labousig koant
Da ganañ n’am eus ket a c’hoant.
Va c’halon baour zo glac’haret
Kollet eo va muiañ-karet
Aet eo va Lizig da Bariz
‘Michañs ne deuy mui war he giz
Kollet ganin va dousig koant
Va spered zo leun a dourmant
Met daoust din kaout rann-galon
War-lerc’h Lizig n’hellan ket mont
Rak d’am mamm kent dezhi mervel
‘M boa touet chom en Breizh-Izel
Pe ‘deuy pe ‘deuy ket Liz en-dro
Bevañ pe vervel ‘rin ‘n em Bro.
Laboused koant ha gwenn ho Ped
‘N ho kichen ho muiañ-karet
Dalc’hit laouen ‘ta gant ho son
Da frealziñ din va c’halon.

24 a viz Meurzh 1965

Print Friendly, PDF & Email