Marv va c’hi kozh

… Kalonig feal !
Chadenn all na anavezis. Fido
Nemet ar chadenn-se a garantez
Az stage ouzh da Vestrez
‘Oa ket ur chadenn houarn
Hi ‘oa ur chadenn aour
N’eo ket ur chadenn a vezh
N’eo ket ur chadenn a sklavelezh.
Adalek da gammedoù kentañ
Betek da bazioù diwezhañ
Out bet war va seulioù Fido !
En ti, er porzh, er park
Ha dindan va gwele zoken
Pa vezen klañv. Kalonig feal !
Nag ur ranngalon evidon
Toullañ dit da vez el liorzh.
… E ballennet ‘m eus a c’heot frondus
Hag a vokidi-laezh dishiliet.
Da zouget ‘m eus ‘n ur grenañ
Etre va divrec’h…
Da c’hourvezet war ar bleuñv
Mailhuret ‘n un davañjer gozh
Da c’holoet a zelioù beuz ha roz-kaouled
… Paliad ha paliad, evel ul lid sakr
Am eus lakaet da gouezhañ
War da gorf difiñv an douar bev
Ha dour benniget un daerenn.
Kousk bremañ va loenig mat
Kousk e Peoc’h da viken
Graet eo ganit da Vuhez ki
Da zever a gi : Karout ha Beilhal
Kousk Fido !…

25 a viz Meurzh 1973







« »