Maronad evit Paol VI

Sul da noz. Sul kentañ Eost.
Ur c’heloù fromus
O kouezhañ dic’hortoz
War ar Bed kristen a-bezh :
Marv an Tad.
Brevet dindan ar samm
Kentoc’h eget gant ar gozhni
Douget gantañ ‘pad 15 vloaz
Pouez holl soursi ar Gristeniezh
Kudennoù rouestlet
Darvoudoù mantrus
Diseblanted un darn
Enebiezh un darn all
Laoskentez hiniennoù
Ha dalc’hmat brezel
Brezel kuzh an aerouant
Tad ar seizh pec’hed.
O klask atav ha dre-holl
Lakat an Denelezh en argoll.
Gwir Den ha gwir gristen
Stourmet hoc’h eus kalonek
Da ziwall ho teñved.
Ar mesaer zo aet henozh
Dirak perc’henn meur an tropell
Da rentañ dezhañ e gontoù
Ha da zegemer e bae
Hag ur repoz peurbadel
E sklêrijenn garantezus
Mestr an Hollved.
Joa d’an Anaon !
Ha 27 vloaz zo henozh ivez
Edo va mamm kement karet
War he zremenvan
Gouli va c’halon ne serro biken
Nemet en he c’hichen en neñv
E kavfe ar Pare ?
Mar plij d’an aotrou
Kaout ouzhin Truez.

7 a viz Eost 1978

Print Friendly, PDF & Email