Lun-Fask 73

A galon gant Pirc’hirined Koad-Kev
… Glav. Glav yen.
Glav hag anken
Glav ha poan-benn
Glav ha pedenn
Ha poan-galon
Feal d’an Emgav
En desped d’ar glav
‘Maint du-hont ‘n o sav
Gourien an Emsav
Preder ha Pedenn.
En tav, sioul an holl
‘Meur o lenn ar roll
— War astenn bep bloaz
War greskiñ hor gloaz —
Roll hor re dremenet.
Pep anv a dasson
E meur a galon.
A dreuz evel bir
A c’hloaz ‘vel goaf dir
Goulioù re fresk.
Padal melkoni
‘Vo trec’het gant spi.
‘Maint aze hor gwim
Taer, Feal ha Prim
O stourm ‘vit o Bro.
Ya kouskit divorc’hed
Merzher Breizh benniget
Ho Proiz zo dihun
Echu eo hon Teoghun
Emañ Pask ar Vro !

23 a viz Ebrel 1973







« »