Lun ar C’hazimodo 67

Ur maen gwenn da verkañ
Levenez an deiz-mañ !
Deiz a joa
Deiz-ha-bloaz
Va ganedigezh
P’int deut da hetiñ din
Gant ur prof roueel
— Estrenien ur Vro bell
Pevar bugel
Deut int da hetiñ din
War gan a vouezh uhel
E yezh o c’havell :
« Yec’hed ha Levenez
Buz ha klod ha joa
Evit deiz-ha-bloaz
Ho kanedigezh
Hurra. Hurra »
… Ra vo
Bennozh Doue warno
Ha war o bro !

3 a viz Ebrel 1967

Print Friendly, PDF & Email