Linennoù ar stourm

Linennoù ar stourm
Linennoù ar c’hilstourm
Ramz gwenn ar Stormount
Skilfoù krozus Carson
Ur parlamant protestant
Ur bobl protestant.

Ar major an dra-mañ, ar c’habiten an dra-se,
Hag ar Jeneral netra.
Dremm garantek an distervez
Hegaset dirak he skeudenn dameuc’het
Bigoderezh he mouezh tarv :
An urzh o tiflukañ eus ar Barzhoneg aloubet
gant garmadennoù
An Eneberezh
Glac’har ur Bobl.
Dremm dichipot ur Plac’h Yaouank
O stourm ‘enep dorn marv an Istor.
Ur banniel glas displeget ‘us d’ur Vro dismantret
Ur bulldozer melen o verniañ an atredoù
Ul labouradeg trouzus…
Ur burev kouraterezh madoù diloc’h.
Ar c’hasonioù siellet e diabarzh
Koloennoù yec’hedus ha temzamzeret.





« »