Lez a-gostez da chapeled

Lez da gan, da bsalmerezh. Piv a gred dit enoriñ er c’horn teñval ha digenvez-mañ eus
un neved e zorioù serret ? Digor da zaoulagad ha gwel n’emañ ket da Zoue dirazout !
Emañ e-lec’h m’emañ al labourer o labourat an douar kalet, ha war ribl ar c’harrhent
m’emañ o poaniañ an torrer-mein.
Ganto emañ dindan an heol hag ar barrad.
E zilhad a zo goloet a boultrenn.
Diwisk da vantell deol. Hañval outañ diskenn er boultrenn.
Dieubidigezh. Pelec’h e fell dit kaout dieubidigezh ? Hor mestr n’eo ket eñ ‘n em
sammet e-unan eus liammoù ar grouidigezh ? En em staget eo ganimp evit biken.
Deus er-maez eus da brederi ha lez a-gostez da vleunioù ha da ezañs. Da zilhad a ‘n
em rog hag a ‘n em saotra. Petra vern ? Kerzh davetañ hag en em zalc’h en e gichen el
labour hag e c’hwezenn da dal.





« »