Levenez

Dont a ra hep benveg
Hep taboulin na trompilh
He c’han na sav ket re uhel
Dreist an tosennoù.
Emañ damdost dindan an dorn.
Dont a ra d’azezañ digamambre
E-kichen ar re a ro dezhi degemer

30 a viz Here 1973







« »