Labour

Glaveier. Glaveier dibaouez
Mizioù ha mizioù pad
Priellet park ha prad
Pep peizant en enkrez.
Pell ‘raok eostañ, ret eo hadañ
Treiñ an douar, e vunudañ
Kent fiziout ennañ, tra brizius
Mammenn ar bara ‘vit daouzek miz
Ha kerc’henn du ar Yod nerzhus





« »