Kounlid

Kevarc’h d’ar re zo marvet evit Breizh ha Joa d’o Anaon

‘Mañ o c’hlazañ e Park ar Vro
Ar gwinizh glan ho poa hadet
Ho pugale emberr ‘eosto
Ho poan n’eo ket bet poan gollet.
Bennozh deoc’h-c’hwi Brogarourien
Hoc’h eus diskouezet dimp an Hent
Difraostet dimp pep gwenodenn.
C’hwi zo Harozed. C’hwi zo Sent.
Hiziv eus kalon pep stourmer
E sav ur Bedenn trema ‘n Neñv
Gredus evel son ar c’hleier :
Ra vo Breizhiz feal ha kreñv !
C’hwi kadourien an eur gentañ
E don ho Pez tridit bremañ
Ken taer ha c’hwi ‘vo ho mibien
Int ‘vo anvet : Dieuberien…

31 a viz Meurzh 1974

Print Friendly, PDF & Email