Kleier an Argad

I
Breizh-Izel son da Gleier
Ma tihuno an dud.
Sonnet int holl ‘vel reier
Holl int bouzar ha mut
Kousket int ‘vel broc’hed
E ribouloù ar roz
Boleet eta kloc’hed
‘Hed an deiz, ‘hed an noz
II
War sav ! War sav ‘ta paotred
Ar « Gwenn-ha-du » er vann !
Echu roll ar c’hallaoued
Deomp-ni holl d’an Emgann !
Re bell hon eus-ni tavet
Dirak an alouber
Me ‘gred an Eur zo sonet
Da Vreizh bout mestr er gêr.
III
Ma vo c’hoazh hor c’henvroiz
Mistri o zonkadur
Ret eo gounit ar Frankiz
Ret eo kemer ar Stur
D’an argad ‘ta Bretoned
Ha Torr e benn d’ar Gall
Sonet ‘ta kleier sonet
Holl gleier Breizh e brall

[1970]

Print Friendly, PDF & Email