Kinnig

1998-2018 : 20 vloaz eo Mignoned Anjela !

Gwareziñ, skignañ ha brudañ oberenn Anjela Duval (1905-1981) eo pal pennañ ar gevredigezh Mignoned Anjela, hi hag a oa ur beizantez deus Bro-Dreger hag ur varzhez veur, tomm-berv he c’halon ouzh douar he hendadoù, ar vuhez war ar maez, he yezh-vamm ha Breizh he bro.

En 1998 e oa bet savet Mignoned Anjela gant Ronan Koadig, kelenner ar skolioù-meur, hag ur skipailh tud plijet ken-ken gant ar varzhez. Kerkent hag er bloaz-se e oa bet embannet gante an dastumad barzhonegoù  Stourm a ran war bep tachenn.

Ouzhpenn bezañ lakaet enlinenn ul lec’hienn holl destennoù Anjela Duval warni e oa bet embannet Quatre Poires, un dastumad divyezhek barzhonegoù choazet ha troet en galleg gant Paol Keineg. Embannet e oa bet ivez un DVD warni ar film bet savet en 1971 gant Andre Voisin evit e rummad « Les Conteurs », en doa roet brud da Anjela e Breizh hag e Bro-C’hall.

Padal eo gant ar pezh mell Oberenn glok Anjela Duval, embannet en 2000, adembannet en 2005 goude ma oa bet peurwerzhet, e oa aet ar gevredigezh Mignoned Anjela da vammenn ditouriñ pennañ, anvezet gant an holl, pa vez kaoz deus oberenn barzhez-peizantez Traoñ-an-Dour, bev-mat he levezon hirie c’hoazh.

Oberenn glok Anjela Duval
 

Gant Mignoned Anjela, o kenlabourat gant Skol-veur Roazhon 2 ha Kuzul rannvro Breizh, e oa bet lakaet ivez dornskridoù Anjela Duval da vezañ niverelaet hag embannet enlinenn.

Da geñver ugentvet bloavezh Mignoned Anjela ec’h eo bet adframmet al lec’hienn web : warni emaoc’h ! En ur vale a bajenn da bajenn ho po tro da lenn pe da adlenn oberenn Anjela Duval. Gwelet a c’hallfet dornskridoù zo e-tal-kichen ar barzhonegoù, pe selaou tud o lenn barzhonegoù zo ivez, pe c’hoazh sellet ouzh videoioù enlinenn, gant Anjela pe o sellet outi.

Darvoud pennañ ugentvet bloavezh ar gevredigezh avat eo embann ur romant treset, Anjela, a vo kavet er stalioù-levrioù en diskar-amzer 2018 : bezit soñj e c’hallit gourc’hemenn anezhañ diouzhtu en a-raok, a-benn kaout anezhañ kerkent ha ma vo embannet hag a-raok ma vefe kavet er stalioù-levrioù memes !

Print Friendly, PDF & Email