Kenavo !

Da Vreizhiz aet da anaon e 1971-72, Doue d’o fardono !
Kenavo deoc’h Brogarourien
Kenavo stourmerien gadarn
Kenavo deoc’h kendalc’herien
Glad ar werin. Spered Gwalarn
Difennourien bepred dispont
Gwirioù hor Bro hag he yezh kozh
Diskuizh d’hoc’h Ene en Tu-hont
Levenez wenn er Baradoz.
Eus gwenved hor Hendadoù gour
Da gas da benn al labour ret
C’hwi ‘zegaso c’hoazh dimp sikour
Ma vo dieub ar Vrezhoned
Ma sono kleier an Trec’h-meur,
Ma vo ar Gelted holl Breudeur !

5 a viz Meurzh 1972





« »