Kavell ar Ouenn

Fromus eo neuz an ti bras
E vein benet, e zor gotek
E bemp lagad dispourbellet
O selloù entanet gant an Heol kreisteiz
Hañval ouzh un den kollet
E-unan-penn er gouelec’h
… Tec’het eo dioutañ pep buhez.
Ha puilh ‘oa ennañ ar Vuhez ?
A rummad da rummad
Bugale a-dousennoù… hag ouzhpenn
Bugale yac’h ha balc’h
Enor ar Vro.
Tec’het int-i holl
Du-mañ du-hont : ar Vuhez !…
Simudet bremañ an ti kozh
Kleuz ha goullo. Korf hep Ene
E dreuzoù uzet, gant tachoù-botoù
Zo dija hanter guzhet er geot hir.
Filiped marnaoniet a vallozh
War orjal an tredan…

6 a viz Gouere 1967

Print Friendly, PDF & Email