Karet am bije !

— Me ‘garfe bout ur Gour
Ur gour kadarn ha taer
Sevel war Venez Bre
Em dorn Banniel va Bro
— Ar banniel gwenn ha du
Em dorn all ar c’hleze
Savet uhel en aer
Ha youc’hal a-bouez-penn
D’ar gourion tro-war-dro
— Oho ! Paotred d’al Lu ! —
Setu deut hon amzer
Da zieubiñ hor Bro
Ha da vout Mestr er Gêr…

[Du 1978]





« »